Mont d’an endalc’had

Leonard Peltier

Eus Wikipedia
Leonard Peltier
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet, Turtle Mountain Band of Chippewa Indians Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denLeonard Peltier Kemmañ
Anv-bihanLeonard Kemmañ
Anv-familhPeltier Kemmañ
Deiziad ganedigezh12 Gwe 1944 Kemmañ
Lec'h ganedigezhGrand Forks Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Lec'h bac'hañUnited States Penitentiary, Coleman I Kemmañ
Kondaonet evitmuntr Kemmañ
Micherstourmer politikel, prizoniad Kemmañ
Tachenn labourindependentism, muntr politikel, political crime Kemmañ
Prizioù resevetPremio Internacional Mario Benedetti Kemmañ

Leonard Peltier, ganet d'an 12 a viz Gwengolo 1944, zo un emsaver amerindian lakota, bac'het e 1976 ha kondaonet div wech betek fin e vuhez. Ezel eo eus an American Indian Movement.

An AIM a oa ur strollad evit difenn gwirioù ar pobloù amerindian, a stourme ouzh gouennelouriezh ha feulster ar polis.

Hervez Amnesty International e tlefe bezañ dieubet abaoe pell zo.

Kondaonet e voe evit bezañ lazhet daou wazour an FBI e-pad un emgann, tennadeg fuzuilhoù, a c'hoarvezas d'ar 26 a viz Mezheven 1975, war takad Pine Ridge Indian Reservation en Dakota ar Su, hogen nac'hañ a reas kiriegezh an drouklazh. Kondaoned e voe d'an toull-bac'h betek fin e vuhez. Gallet nije E 1993 goulenn bezañ « dieubet diouzh konsent» hogen nac'het e voe dezhañ. D'an 19 a viz Genver 2025, e tisklerias ar Prezidant Joe Biden ma vije torret e gastiz a brizon.

En e levr Prison Writings: My Life Is My Sun Dance, 1999 ec'h asant Peltier bezañ kemeret perzh en emgann, hogen ebann a rae ne oa ket gantañ e oa bet lazhet daou wazour an FBI. Koulskoude, un test evel Darlene Ka-Mook Nichols, (emsaver indian hag en doa kemeret perzh er stourmadeg gantañ) en doa dislavaret e gomzoù, e-kerzh ar prosez.

Kalzig a dud o doa kemeret perzh evit e harpañ ha klask dieubiñ anezhañ. Evel meneget dija , Amnesty International, ha tudennoù brudet evel Nelson Mandela, Mamm Teresa, hag ar 14vet Dalai Lama, Mikhaïl Gorbatchev, Mary Robinson, prezidant iwerzhon, ar parlamant european, ar parlamant belge, parlamant italia.

Er bloaz 2004, e redas Peltier evit bezañ prezidant ar Stadoù-Unanet evit ar Peace and Freedom Party, 27 607 mouezh a dapas, evit takad Kalifornia hepken. Hag er bloaz 2020, voe o redek evit ur plas eilprezidant ar SUA gant Party for Socialism and Liberation (PSL), asambles gant Gloria La Riva, a vode strolladoù a-gleiz hag evit Peace and Freedom Party. Abalamour d'e yec'hed, e tennas e anv diouzh an dilennadegoù d'ar 1añ a viz Eost 2020.