Lemneg
Lemneg (*dianav) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | yezh varv |
Rannved : | Gres |
Komzet gant : | yezh varv |
Renkadur : | yezh varv |
Familh-yezh : | Yezhoù tireniek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | - |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | - |
ISO 639-2 | |
ISO 639-3 | - |
Kod SIL | |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Al lemneg a zo yezh un enskrivadur kavet war un maen-sonn eus ar VIvet kantved en enez Lemnos (Gres). Skrivet e oa en un eilstumm eus skritur gresianeg ar c'hornôg, met seblantout a ra bezañ tost ouzh an etruskeg hag an eteokiprenezeg
Testennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anavezout a reomp dreist-holl al lemneg dre un enskrivadur kavet e Kaminia e 1885 hag a oa bet talvoudekaet da sevel moger un iliz. Ne c'hell ket bezañ nevezoc'h eget ar VIvet kantved p'eo bet aloubet an enezenn gant Temistokl e 510 kent Jezuz-Krist. Warnañ e weler hantergorf un den hag un destenn skivet en ur skrid tost a-walc'h ouzh hini an etrusked.
- a-raok:
- A.1. hulaieš:naφuθ:šiaši
- A.2. maraš:mav
- A.3. sialχveiš:aviš
- A.4. evisθu:šerunaiθ
- A.5. šivai
- A.6. aker:tavaršiu
- A.7. vanalasial:šerunai:murinaic
- kostez:
- B.1. hulaieši:φukiasiale:šerunaiθ:evisθu:tuveruna
- B.2. rum:haraliu:šivai:eptešiu:arai:tiš:φuke
- B.3. šivai:aviš:sialχviš:marašm:aviš:aumai
Disklaer eo ar ster met seblout a ra ez eo ur skrid-bez. Kavet e oa bet un nebeud enskrivadurioù berr skrivet war tammoù priaj. Re verr da vezañ talvoudus int.