Mont d’an endalc’had

Lejioner roman

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Lejionidi)
Harnez al Lejioner roman er Iañ kantved goude J.-K. gant al lorica segmentata
Lejioner roman, fin an trede kantved.

Al lejioner roman a oa ur soudard eus armeoù Roma gozh. En deroù e veze ur c'heodedad roman, dindan 45 bloaz, en em ganne war droad. Galvet e veze d'ar brezel keit ha ma veze ezhomm (e-pad mizioù tomm ar bloaz peurliesañ) hag e teue d'ar gêr ur wezh echu emgannoù ar bloavezh.

Graet e veze miles ("soldier") pe legionarius anezhañ e latin.

Pa zeuas an arme roman da vezañ un arme a vicher e lakae an dud o anv el lejion evit 25 bloaz. Skañvoc'h e veze o anezioù e-pad ar pemp bloavezh diwezhañ.


Pa veze o kerzhet war dachenn an enbourien e touge pep lejioner e harnez (lorica segmentata pe aliesoc'h al lorica hamata), e skoed (scutum), e dokarn (galae), daou speg (ur pilum pounner hag unan skañv), ur c'hleze berr (ar gladius), ur gontell (pugio), ur rumm sandalennoù pounner (ar C'haligae), ur pakad gant e aferioù (Sarcina), boued evit war-dro pevarzek devezh, ur sac'had-lêr gant dour, peadra da geginañ, daou beul (Sudes murale) evit sevel palisade, hag ur bal pe ur baner aozilh.