Leitir Mealláin

Eus Wikipedia
Leitir Mealláin

Leitir Mealláin zo un enezenn war aod kreisteiz Conamara, e kontelezh Gaillimh, en Iwerzhon.

Leitir Mealláin eo an hini gornokañ eus an teir enezenn Leitir Mealláin, Garmna ha Leitir Móir hag a ya d'ober, asambles gant inizi bihanoc'h, Ceantar na nOileán ("Kornad an Inizi"), stag ouzh an douar-bras gant pontoù ha chaoserioù. En-dro da Leitir Mealláin ez eus inizi bihan all, stag outi : Daighinis, Fernais, Inis Eirc hag An Chnapach.

Hervez niveradeg 2016 e veze komzet iwerzhoneg bemdez gant 71,7% eus tud Ceantar na nOileán[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.