Lega Nord

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Lega Nord, pe Lega Nord per l'indipendenza della Padania a zo ur strollad politikel italian. Graet e vez Lega anezhañ nemetken abaoe 2018. Goulenn a rae gwechall disrannañ al lodenn norzh eus Italia diouzh ar vro, met tremenet eo eus ar rannvroelouriezh d'ar vroadelouriezh italian. Tabut a zo etre an arbennigourien war ar poltikerezh evit gouzout hag ur strollad faskour eo gant ar ster istorel pe get [1]

Ren Salvini[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Matteo Salvini, ganet d'an 9 a viz Meurzh 1973 e Milano, zo ur c'hannad europat abaoe 2004, ha sekretour kevredadel al Lega Nord abaoe 2013. Dindan e renerez ez eus paouezet goustadik gant rannvroelouriezh ar strollad evit mont war-du ur sell identelour hag emveliour italian. Gantañ e vez dilaosket ivez an enep-faskouriezh hag an enep-kreizennañ. Diwar e atiz e voe kemmet anv ar strollad deuet da vezañ Lega nemetken.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]