Lee Beom-soo
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Korea ar Su |
| Anv-bihan | Beom-su |
| Anv-familh | 李 |
| McCune–Reischauer | Yi Pŏmsu |
| Revised Romanization | I Beom-su |
| Deiziad ganedigezh | 25 Du 1969 |
| Lec'h ganedigezh | Cheongju |
| Yezh vamm | koreaneg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | koreaneg |
| Micher | aktour, aktour(ez) sinema, aktour skinwel, aktour c'hoariva |
| Bet war ar studi e | Chung-Ang University, Korea University |
| Deroù ar prantad labour | 1990 |
Lee Beom-soo (Korean: 이범수), ganet e Cheongju d'an 16 a viz Here 1969, zo un aktour sukorean. Brudet eo evit e rolloù e Singles, Giant, On Air, Surgeon Bong Dal-hee, hag ar stirad skinwel History of a Salaryman.
Lee a zo aet gant hent ar studiañ evit bezañ aktour e skol-veur Chung-ang e Seoul e 1988. Krog eo da vezañ aktour e 1990 er film Kurae, Kakkumun Hanulul Boja (Ya, sellomp ouzh an oabl bremañ ha c'hoazh). Goude e voe gwelet er filmoù The Ginkgo Bed, City of the Rising Sun, The Anarchists, Jungle Juice ha Wet Dreams. Gant ar film Singles e teuas brud dezhañ.

Lesanvet eo gant medioù Korea "The Little Giant of Chungmuro" (Doare Hollywood korean). Tapet en doa priz Seoul an arz hag ar sevenadur e 2011 evit ar gwellañ aktour stirad skinwel evit e roll e Giant