Lederhose

Eus Wikipedia
Ul Lederhose eus ar bloavezhioù 1950.

Al lederhose (Lederhosen el liester) zo ur bragoù berr eus Bavaria. Ar re verrañ a dap betek hanter an div vorzhed. Ar re hirañ a dap betek an daoulin hag a vez anvet Bundhosen. Dont a ra an anv eus ar gerioù alamanek Leder lêr ha Hose bragoù. Komz a reer a-wechoù eus bragoù tirolian. Darn a lavar ez eo un dilhad broadel (Tracht) er broioù alamanek, lod a lavar n'eo nemet dilhad-sul labourerien ar maezioù gwechall.

Dilhad eus Bavaria[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Urstal ma werzher lederhosen kozh e München, Schellingstrasse.

For