Mont d’an endalc’had

Leanegan

Eus Wikipedia
Leanegan

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Arthropoda
Kevrennad : Insecta
Urzhad : Mantodea
Kerentiad : Mantidae
Genad : Mantis
Anv skiantel
Mantis religiosa
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Al leanegan (Mantis religiosa) zo un amprevan a-orin eus ar Bed Kozh ha degaset e Norzhamerika e fin an XIXvet kantved. Gwelet e vez war al leur, e-touesk ar geot hag er strouezh er metoù tomm ha sec'h.

Daoulagad bras zo outo war gostez o fenn. Ganto e c'hellont gwelet evel un den war-hed 20 m. Divaskell o deus met ne nijont ket pell pe buan. Stummet eo o favioù a-raok evit tapout krog er preizhoù : gouest int da astenn ha da blegañ buan-kenañ ha begennoù zo outo. Pleget e vezont pa vez al leaneganed war api evel pa vijent o pediñ, alese o anv. Debriñ a reont amprevaned all. Tapet e vez ar preizh etre an eskern morzhed hag ar gwerzhidoù-gar ha debret ez vev. Debriñ a reont kalz lammerezed pe kilheien-raden ha c'hwiled-du. Tapout a reont araknid ivez ha kelien, balafenned, blotviled, senked ha buzhug. Betek evned bihan, eskell-kroc'hen ha leaneganed all bihanoc'h evite a c'hellont debriñ.

Disheñvel eo ar pared diouzh ar parezed dre o ment dreist-holl : etre 40 ha 60 mm evit ar pared pa c'hell ar parezed tizhout 75 mm.


Cheñch a ra kalz liv M. religiosa. Mont a ra eus al liv melen, betek al liv gell, glas, ha du memes a-wezhioù. Kalz martezeadennoù ha studioù zo bet diwar-benn an dra-se abaoe 100 vloaz. Daoust da se n'eus ket bet kavet displegadenn asur ebet a-zivout abeg, gonid pe orin o liv pe ar c'hemmoù liv.

Di Cesnola a lavare e 1904 e veze kavet al leaneged glas e-mesk ar geot glas, e-skoaz ar re c'hell a veze gwelet kentoc'h e-touez ar geot gell krazet gant an heol. Pa veze ret dezhe mont d'ul lec'h na gouche ket gant o liv, hogos an holl a veze lazhet gant preizherien evel an evned. Kement-se a ziskouez e talvez o liv da guzhat.

Przibram a zisklêr e 1907 e c'hall ur c'hemm gwrezverk degas ur c'hemm el liv : an amprevaned a ziglore e metoù yen a yae da c'hlas goude o muz gant ma veze gwrez hag heol. Hep kemm er gwrezverk hag ur c'hemm e liv an endro hepken, ne oa cheñchamant liv ebet en amprevaned. Kement-se a ya kontrol d'ar pezh a lavar Di Cesnola, a zisklêr en deus studiet an amprevaned d'ar memes mare hag er memes lec'h (ha dre se gant ar memes gwrezverk).


Gouennañ a reont etre miz Eost ha miz Here. Pa vezont oc'h en em barañ e c'hoarvez alies d'ar barez plaouiañ he c'hompagnun en ur gregiñ gant e benn. Evel-se e c'hell ar paradur kenderc'hel p'emañ ar gwagrennoù a ren war organoù reizhel ar par e penn e gof.

E miz Gwengolo, e miz Here pe e miz Du e tozv ar parezed etre 200 ha 300 vi war ur barr, ur maen pe ur voger. Pa zozvont e vez taolet gant ar parezed un danvez arwenn damheñvel ouzh ar poliuretan asambles gant an ûioù. Organoù ispisial e penn o c'hof a servij dezhe da veskañ an danvez-mañ evel pa vijent o vasañ ûioù. Evel-se e vez krouet ur glozenn spoumek hag a galeta buan a-walc'h. Ar c'hlozennoù arwenn pe arc'hell-se a chom stag ouzh ar plant hag an ûioù a dremen ar goañv enne. Al larvennoù hag a diglor e penn kentañ an nevez-amzer pe en hañv zo heñvel a-walc'h ouzh an imagoed dre o stumm hag o reoliadur emvagañ. Muzañ a reont etre 3 ha 12 gwech. Goude ar c'hwec'hved e krogont da gaout divaskell.


A orin eus tolead ar mor kreizdouar, al leaneganed o deus gounezet tachenn betek Azia, memes e Bro-Japan. E Breizh e weler anezho en un tric'horn etre Roazhon Kemper ha Naoned hag a-wezhioù en Aodoù-an-Arvor, betek Sant-Brieg. Er C'hwec'hkorn e vez gwelet betek nord Normandia hag Enez-Frañs ; etre 0 ha 1200 m uhelder (dreist-holl dindan 700 m). Div boblad stabil zo e Bro-Alamagn : unan e Rheinland-Pfalz hag un all e Baden-Württemberg. Er bloavezhioù tremen ez eus bet meneget poblañsoù e Latvia, hag Estonia ivez. En nord e e kaver anezo betek e reter ar menez Oural. En Afrika, en tu-hont d'ar Maghreb e vevont ivez e Kap ar Spi Mat. Broet eo ar spesad en Amerika an Hanternoz abaoe deroù an XXvet kantved, eus reter ar stêr Mississippi betek gwalarn aodoù ar Meurvor Habask. Degaset e oa bet e Stad New York e 1899 da stourm ouzh an amprevaned a waste an trevadoù. Er C'hanada, e kaver anezho er C'hebek, en Ontario hag e Kolombia Breizh-Veur. E Kreizamerika hag en Aostralia e vezont kavet ivez.