Le Secret d'Eunerville
Le Secret d'Eunerville a zo ur romant polis gallek savet gant Boileau-Narcejac, embannet e 1973[1] gant Librairie des Champs-Élysées[2] hag er gelaouenn programmoù skinwel Télé 7 jours eus ar 17 a viz C'hwevrer d'an 2 a viz Mezheven.
Un drevezadur an hini eo eus troioù-kaer Arsène Lupin, anv an dudenn faltazi krouet e 1905 gant Maurice Leblanc (1864-1941).
Evit Thomas Narcejac (1908-1998) ne oa ket un taol-esae dre m'en devoa savet un teskad danevelloù, ennañ oberennoù skrivet e doare skivragnerien vrudet all, evel Charteris, Chesterton, Christie, Conan Doyle, Simenon ha Véry, embannet e miz Genver 1946 : anvet Confidences dans ma nuit e c'halled lenn ennañ L’Affaire Oliveira, e doare M. Leblanc dija.
E 1974 e voe deroet d'ar romant ar priz Mystère de la critique digant ar gelaouenn Mystère magazine[3].
War-lerc'h Le Secret d'Eunerville e voe skrivet pevar romant all en hevelep doare — La Poudrière (1974), Le Second Visage d'Arsène Lupin (1975), La Justice d'Arsène Lupin (1977) ha Le Serment d'Arsène Lupin (1979) — gant Narcejac hag e geneil Pierre Louis Boileau (1906-1989).
An danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Mezheven 1914, en un tu bennak eus ar Saena-Izelañ.
Taolet en deus e c'hoant Raoul d'Apignac — Arsène Lupin e gwirionez — war an oberennoù arz miret e kastell Eunerville. Dre an noz e teu a-benn da vont e-barzh ennañ met, a-boan lakaet e dreid war an derez kentañ ma tregern ur sinal kemenn...
Fiñvadenn ebet koulskoude er savadur ha stadañ a ra Lupin ez eo manet kousket koskor ha kastellidi : ur c'housk kalet, hini ar re a zo bet drammet hep gouzout dezho. Daoust ha « dastumerien » all eveltañ a oa tremenet kent ? Damwelout a ra trolinennoù tri den o vont kuit ; un hir a bakad a zougont ha Lupin da vont d'o heul.
Sevel a ra an dud dianav e bourzh ur bark, mont a-hed ar vriell ha diwar wel nebeut amzer goude. Buan a-walc'h e klev Lupin klemmoù o tont eus an douar : dindan e dreid ez eus ur vengleuz m'emañ an tri den o jahinañ unan bennak evit e rediañ da ziskuliañ ur sekred bennak moarvat.
Bez' e vije er c'hastell un dra bennak priziusoc'h eget an oberennoù arz eta ? Un teñzor marzhus hag a dalvfe boureviañ, zoken lazhañ evit e gaout ?...
Darvoudoù skrijus, marvioù en o zouez, a c'hoarvezo a-raok na vo diskoulmet kevrin kastell Eunerville gant Raoul d'Apignac, ur c'hevrin liammet ouzh Istor Bro-C'hall.
Echuiñ a ra ar romant gant huchadennoù ar werzherien gazetennoù o kemenn eo bet muntret an arc'hdug Franz Ferdinand von Österreich-Este e Sarajevo d'an 28 a viz Mezheven 1914.