Le Radeau de La Méduse
Le Radeau de La Méduse | |
Théodore Géricault, 1818-1819 | |
eoullivadur war lien | |
49,1 × 71,6 cm | |
Mirdi al Louvre | |
Pariz | |
Le Radeau de La Méduse zo un eoullivadur eus 1818–19 diwar zorn an arzour romantel gall Théodore Géricault (1791–1824). Echuet e oa bet al livadur pa oa-eñ 27 vloaz, ha deuet eo an daolenn da vezañ un oberenn-skouer eus ar romantelezh c'hall. Ar mentoù zo 491 cm × 716 cm (16' 1" × 23' 6"). Taolenniñ a ra un darvoud dres goude ma voe aet d'ar strad ar fourgadenn La Méduse, a oa bet o stekiñ ouzh un draezhenn dirak aod Maouritania a-vremañ d'an 2 a viz Gouhere 1816.
D'ar 5 a viz Gouhere 1816, un hollad 147 den (d'an nebeutañ) a oa aet war vor war ur radell savet buan-ha-buan. An holl anezho a varvas e-doug 13 devezh, war-bouez 15 hag a voe saveteet goude bezañ stourmet a-enep an naonegezh, ar mank a zour ha dre bezañ bet tuddebrerien. An darvoud a oa deuet da vezañ ur gwallskouer spontus eus divarregezh ar vonarkiezh c'hall nevez adsavet dre ar bed. Ar c'habiten Hugues Duroy de Chaumareys a oa bet lakaet e penn ar vag padal n'en devoa ket bageet abaoe 25 bloaz.
Géricault en doa choazet labourat war an darvoud-se evit reiñ lañs d'e vicher gant ul labour bras ha ne oa ket bet koumanantet. An darvoud a oa bet choazet gantañ dre ma oa bet brudet mat. An darvoud en devoa desachet anezhañ, a-raok kregiñ gant an daolenn en devoa kaset da benn enklaskoù lies ha pizh war an darvoud ha savet nouspet taolioù-arnod ha tresadennoù prientiñ. Aterset en devoa daou zen a oa chomet bev hag aet e oa betek sevel ur vaketenn resis eus ar radell. Aet e oa da weladenniñ ospitalioù ha marvskaoñioù evit gwelet, gant e zaoulagad dezhañ, liv ha danvez kig ar re o vervel pe marvet. Evel m'en devoa rakwelet, al livadur a lakaas da sevel ur barrad trouz spontus pa voe lakaet war ziskouez er Salon de peinture et de sculpture e 1819. En un tu e oa bet desachet mat an dud gant an oberenn, met en un tu all e oa bet heuget ha kounnaret an arvesterien. Deuet e oa Géricault a-benn da dapout brud er bed a-bezh. Hiziv-an-deiz c'hoazh e vez lakaet an daolenn da dalvezout evel oberenn-skouer eus penn kentañ al luskad romantel c'hall a-fed livadurioù.