Le Paria (kazetenn)

Eus Wikipedia

Le Paria a oa ur gazetenn enep-trevadennour embannet gant ar Strollad Komunour Gall.

Goude ar Brezel-bed Kentañ ez eas un toullad tud eus an trevadennoù gall, en Afrika, Azia pe an Antilhez, da glask labour da Vro-C'hall pe d'ober studioù eno. Savet e voe gant ar Strollad Komunour gall, er bloavezhioù 1920, un tamm kazetenn evito, anvet Le Paria, kenkoulz hag un aozadur anvet Union Intercoloniale.

E miz Ebrel 1922 e voe embannet niverenn gentañ Le Paria, ha bep pemzektez e oa da zont er-maez. Dizingal e voe moullet e gwirionez : ne voe nemet 10 niverenn e 1924, 5 e 1925 hag unan hepken, an niverenn ziwezhañ, e 1926. C’hwec’h niverenn ha tregont a zeuas er-maez en holl. Un tammig kazetenn baour e oa Le Paria, gant ur bajennad hepken. Abalamour d’an diaesterioù arc’hant bras e paouezas da zont er-maez.

Plediñ a rae ar pennadoù gant buhez an dud en Impalaeriezh trevadennel gall, gwaskerezh ar re baour, an diouer a frankiz politikel. Daoust ma ne veze ket lennet gant kalz tud moarvat e oa ul liamm etre emsaverien eus meur a vro o stourm ouzh an trevadennerezh. En o zouez e c’haller menegiñ Jean Ralaimongo, eus Madagaskar, Abdelkader Hadj Ali, eus Aljeria, Lamine Senghor eus Senegal, ha dreist-holl Nguyễn Ái Quốc, eus Vietnam, brudet diwezhatoc’h gant an anv Hồ Chí Minh.

Ral a wech e veze anv eus dizalc'hiezh ar broioù trevadennet gant Le Paria. Kentoc’h e c'houlenned er pennadoù reiñ gwirioù da dud ar broioù-se hag a vije par da wirioù keodedourien ar C’hwec’hkorn, ar "vro-benn".

Tennet e veze war-dro 1000 skouerenn eus ar gazetenn en deroù, ha betek 3000 zo bet eus niverennoù zo. Diwar 2000 skouerenn ne chome nemet 500 e Bro-C’hall, 500 all a veze kaset da Vadagaskar, 200 da Indezsina, 200 d’ar Maghrib. Aliezik e voe lakaet seziz war ar gazetenn ha dre guzh e veze skignet neuze. Diaes eo e gwirionez gouzout pegement a levezon he doa bet en trevadennoù.

Abalamour d’an diaesterioù a bep seurt a gave ar gazetenn war he hent ez eas da get e 1926.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]