Le Palamède
Neuz
Le Palamède a oa ur gazetenn echedoù e galleg. Anvet e oa bet diwar Palamedes, roue Euboia : hervez ur vojenn e vije bet ijinet an echedoù gantañ e-pad seziz Troia evit diduañ e soudarded. Krouet e oa bet ar gazetenn e 1836 gant ar c'hampion La Bourdonnais ha Joseph Méry, barzh ha kazetennour. Embannet e voe bep miz adalek 1836 betek 1839. Goude marv La Bourdonnais e voe adlañset e 1842 gant de Saint Amant. Paouezet e voe ganti e 1847.
Adkemeret e voe an titl Le Palamède gant ur gazetenn echedoù war "Internet", bremañ ul lec'hiennig diwar-benn klub Rethel (Ardennes).
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Le Palamède en linenn war Gallica, levraoueg niverel Levraoueg Vroadel Frañs (BnF)
- Lec'hienn "Le Palamède", klub echedoù Rethel