Mont d’an endalc’had

Lazhadeg milin an Agau

Eus Wikipedia

Lazhadeg milin an Agau zo ul lazhadeg graet gant an arme c'hall e Nimes e 1703 e-pad brezel ar Gamizarded.

Emsavet e oa protestanted a-enep an heskinerezh a c'hoarvezas goude embann Fontainebleau en 1685.

En deiz-se e oa un toullad kantadoù a brotestanted o lidañ Sul ar Bleunioù en ur vilin war lez kanol an Agau, e ti ur miliner anvet Mercier. Klevet e voent o kanañ kantikoù, keloù a voe kaset d'ar marichal Montrevel, a guitaas e verenn da gas e soudarded en-dro d'ar vilin. E-lec'h klask tapout an dud e c'hwezhas an tan e pevar c'horn an ti, graet e koad. Hag ar soudarded a denne war gement hini a glaske dont er-maez. Ur vamm o tougen he bugel a glaskas dont er-maez, met taolet e voe en tan gant ar soudarded. Un ugent a dud, maouezed ha bugale, a varvas en tangwall. Ur plac'h yaouank a deuas a-benn da dec'hel dre ur peulgae gant skoazell ul lakez d'ar marichal Montrevel. Lakaet e voe d'ar marv en deiz war-lerc'h.

Brouez a savas e markizez Maintenon, pried ar roue gall Loeiz XIV, hag en un nebeudig ministred, met ne gemmas ket ar roue e bolitikerezh er c'hornad. Esprit Fléchier (1632-1710), eskob Nimes a gave reizh al lazhadeg, dezhañ ur « skouer a zo ezhomm da ziskouez evit lakaat harz da lorc'h ar bobl-se », ar brotestanted.