Mont d’an endalc’had

Lazhadeg ar Garibed (1626)

Eus Wikipedia

Lazhadeg ar Garibed zo ul lazhadeg a c'hoarvezas e 1626 en enez Sant Kitts, en Antilhez, el lec'h anvet Bloody Point.

Pa gomprenas Ouboutou Tegremante, penn ar Garibed, edo an Europeiz, Saozon ha Gallaoued, o vont da zerc'hel da zont da chom d'o enez e voe divizet gantañ o lazhañ holl. Pedet e voe Karibed Dominica hag an inizi amezek, da zont d'o harpañ en o labour.

Siwazh, kontet e voe an afer d'un trevadenner saoz gant ur vaouez Igneri anvet Barbe[1]. En em unaniñ a reas Saozon ha Gallaoued da gouezhañ war ar Garibed, un nozvezh. Hervez Du Tertre[2], etre 100 ha 120 Karib a voe lazhet en o fletoù en noz-se ha ne chomas nemet ar bravañ merc'hed, a voe lakaet da sklavezed. Neuze e voe rannet an enez etre an drec'hourien saoz ha gall, ha stagañ a rejont da aozañ o difennoù diouzh ar Garibed all gortozet. Krediñ a reer e voe emgann ouzh tri pe bevar mil Karib. Ne ro ket Du Tertre an niver resis, met lavarout a ra e voe berniet ar c'horfoù lazhet. Kant Europead a voe gloazet[2]. Gwad a reas a-hed ar Bloody River e-pad tri deiz. Eus an darvoud-se e teu anv Bloody Point.

  1. Jean Baptiste Du Tertre, Histoire Generale des Antilles..., 2 vols. Paris: Jolly, 1667, levrenn I, pp. :5-6
  2. 2,0 ha2,1 Jean-Baptiste Du Tertre, Histoire générale des Antilles habitées par les François, 1667, levrenn I p. 6

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Jean Baptiste Du Tertre, : Histoire Generale des Antilles ..., 2 levrenn, Pariz : Jolly, 1667.