Lazhadeg Amritsar

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Monumant en eñvor d'al lazhadeg

Lazhadeg Amristar, anvet lazhadeg Jallianwala Bagh ("Liorzh den ar Jallah") a voe graet gant ar Saozon en India d'an 13 a viz Ebrel 1919 da vare lid ar Vaisakhi, ar bloaz nevez.
Un dolpadeg vras a dud a voe en Amritsar evit goulenn dieubidigezh daou vrogarour indiat ha sevel a-enep an dekred Rowlatt, kemeret gant ar gouarnamant saoz evit astenn ar renad espar oa oa bet e-pad ar Brezel bed kentañ. Tennet e voe war engroez ar vanifesterien gant soudarded saoz ha lazhet 379 den, tra ma voe gloazet war-dro 1200 den all.

Hervez an istorourien eo diwar neuze e krogas diskar ar Raj breizhveuriat.