Laurentius Abstemius

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Laurentius Abstemius, anavezet ivez evel Lorenzo Bevilaqua, a oa ur skrivagner italian.

Embann a reas, dindan an titl Hecatomythium, un dastumad fablennoù, lod anezho troet diwar ar gresianeg ha lod all savet gantañ, hag a voe embannet e Venezia e 1495. Diwezhatoc'h e embanns un eil dastumad falbennoù, dindan an titl Hecatomythium secundum (Fano, 1505). An hollad anezho a voe adembannet gantañ e 1536, en un dastumad ma oa ivez fablennoù gant Lorenzo Valla, Erasmus, Aulus Gellius ha re all c'hoazh. Berzet e voe an dastumad-se gant an Iliz katolik ha lakaet en Index Librorum Prohibitorum, abalamour ma vije bet taget ar veleien er fablennoù.