Laura Chinchilla
Laura Chinchilla Miranda - ganet d'an 28 a viz Meurzh 1959 e San José (Costa Rica) - zo un alvokadez hag ur bolitikourez eus Costa Rica. D'ar 7 a viz C'hwevrer 2010 e oa bet dilennet da brezidantez republik Costa Rica, war-lerc'h Óscar Arias Sánchez, a oa evelti ezel eus ar strollad sokial-demokrat Partido Liberación Nacional (PLN). D'an 8 a viz Mae 2010 e teuio da vout prezidantez. Ar wech kentañ eo e vefe dilennet ur vaouez d'ar post uhel-se e Costa Rica.
Merc'h eo Laura Chinchilla da Rafael Ángel Chinchilla Fallas, a oa ezel eus kuzul-ren republik Costa Rica (Contaduría General de la República de Costa Rica) etre 1992 ha 1997, karget d'ober war-dro an arc'hant, ha da Emilce Miranda Castillo. He studioù he deus graet e skol-veur Costa Rica ha goude-se e skol-veur Georgetown e Washington, e Stadoù Unanet Amerika.
Dindan ar prezidant Óscar Arias e oa besprezidantez, etre 2006 ha 2008. Er bloavezhioù 1990 e oa bet ministrez karget eus ar justis hag eus ar surentez. Dilennet eo bet gant 47% eus ar mouezhioù pa ne oa nemet war-dro 25% eus ar mouezhioù gant an eil den a oa war ar renk, Ottón Solís, eus an tu dehou.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn ofisiel Laura Chinchilla (e spagnoleg hag e saozneg)]