Las sergas de Esplandián

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Las sergas de Esplandián ("Kurioù Esplandián") zo ur romant spagnolek a varc'hegiezh gant Garci Rodríguez de Montalvo (c. 1450c 1505) embannet e Gouhere 1510 e Sevilla, anezhañ pempvet levrenn an heuliad Amadís de Gaula. Un embannadur all a voe e 1496, rak e miz Ebrel 1510 ivez e voe embannet ar 6vet levrenn, Florisando.

Meneget eo an oberenn gant Miguel de Cervantes e pennad VI eil rann e romant El ingenioso Hidalgo Don Quixote de la Mancha (1615) e-touez an oberennoù a gaver e levraoueg an haroz. [1]

Hervez Ruth Putnam e voe echuet an oberenn gant Montalvo goude 1492 met a-raok marv ar rouanez Isabella e 1504. [2]

Er romant ez eus kaoz eus un enezenn a faltazi, anvet California, ma n'eus nemet maouezed du o chom, renet gant ar rouanez Calafia. Pa glevas ergerzherien spagnol, Francisco de Ulloa en o zouez, anv eus un enez er c'hornôg da zouar Mec'hiko a vije bet renet gant Amazonezed, ul ledenez e gwirionez, e voe anvet California gante. [2]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]