Mont d’an endalc’had

Landgraviezh Hessen

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Landgrav Hessen)
Landgraviezh Hessen war-dro 1400 (glas-sklaer)
Priñselezh Hessen, gant distrigoù Schmalkalden (er reter) ha Schaumburg (en hanternoz), en 1866.

Landgraviezh Hessen (Landgrafschaft Hessen) a oa ul landgraviezh eus an Impalaeriezh santel roman adalek 1264 betek 1567, pa voe rannet etre mibien Philipp Iañ Hessen, Landgrav Hessen.


E deroù ar Grennamzer edo Hessen e-barzh Landgraviezh Thuringia, met goude Brezel Hêrezh Thuringia e tegouezhas etre daouarn mab Sophie of Thuringia, Dugez Brabant. Heinrich Iañ von Hessen, lesanvet Heinrich ar Bugel, a voe anvet da Landgrav Hessen en 1246. Etre 1458 ha 1500 e voe rannet al landgraviezh etre Hessen Uhel ha Hessen Izel.

Kreskiñ a reas pouez Landgraviezh Hessen er XVIvet kantved gant Philipp Iañ Hessen (1504–1567) , lesanvet Ar Madelezhus, pa gemeras ar relijion brotestant en 1524 ha pa glaskas sevel un unaniezh etre ar briñsed protestant all eveltañ. Pa varvas Philipp in 1567 e voe rannet Landgraviezh Hessen etre mibien e bried kentañ .

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]