Lammerezh (atleterezh)
Neuz
Al lammerezh zo ul lodenn eus an atleterezh, rannet anezhi dre beder diskiblezh :
- an daou lamm a-led : al lammat a-hed eeun hag an trilamm ma vez klasket gant an atletour mont ar pellañ ar gwellañ war-lerc'h ur redadenn lañs.
E dibenn al lammlec'h, a-raok an traezh ma kouezho ar sportour ennañ, e kaver ur plankenn da reiñ sikour dezhañ da gemer ul lusk mat. - an daou lamm a-serzh : al lamm uhel hag al lammat gant ar berchenn ma vez klasket gant an atletour mont an uhelañ ar gwellañ dreist ur varrenn harpet gant daou beul, war-lerc'h ur redadenn lañs ivez.
Ur roudenn a gas an atletour da lammlec'h al lammat gant ar berchenn ; ur fozig a gaver e-harz al lammec'h-mañ ma vo plantet enni e berchenn gant ar sportour. Goude tremen dreist ar varrenn e leur hemañ war ur pallenn lammat.