La Rambla

Eus Wikipedia
La Rambla gwelet eus an oabl

La Rambla zo ur vali vras e-kreiz-kêr Barcelona hag a gas war-ziskenn eus leurgêr Katalonia da vetek ar porzh kozh m'emañ ar golonenn da Gristol Goulm.

Un anv katalanek eo rambla, deuet eus an arabeg ضفة) رملية)(difat) ramla "(reuzeulenn) draezh".

Alies e komzer eus Les Rambles dre ma'z eo ur vali hir, ha meur a rann enni. Setu anv pep hini: Rambla de Canaletes, Rambla dels Estudis, Rambla de Sant Josep, Rambla dels Caputxins, Rambla de Santa Mònica.
Les Rambles a dalv ivez evit al linennoù tramgarr niverus a gas da veur a lec'h a-hed ar vali.


Rannoù ar Rambles

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]