Léonie Thévenot d'Aunet

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Léonie d'Aunet)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Léonie Thévenot d’Aunet, ganet e 1820 e Pariz hag aet da Anaon d'an 21 a viz Meurzh 1879 e kentañ arondisamant memes kêr, a oa ur romantourez, danevellerez, aozerez pezhioù-c'hoari hag ergerzherez c'hall.

Poltred Léonie d’Aunet gant Biard

Merc'h e oa d'ar penn-skouadron, a orin kebekat, Auguste-François-Michel Thévenot d’Aunet, ha da Henriette-Joséphine d’Orémieulx, ha studiañ a reas er skol Fauvel.

Danvez-pried al livour François Auguste Biard e oa pa voe goulennet digant hemañ kemer perzh en un ergerzhadeg skiantel renet gant Joseph Paul Gaimard war ar gorvetenn La Recherche e 1835-1836 war-dro ar Svalbard. Daoust d'an enebiezhoù liesseurt e fellas da Léonie mont gant Biard. Treuziñ a reas gantañ Belgia, Holland, ha Norvegia a-raok tizhout porzh Hammerfest ha merdeiñ betek ar Svalbard e Mor Arktika.

Maouez ebet n'he doa graet seurt ergerzhadeg araozi. Kontet he deus ar veaj e stumm ur romant-kazetenn er gelaouenn La Revue de Paris. Embannet e voe gant Hachette goude.

Eurediñ a reas da Viard d'an 23 a viz Gouere 1840.

Anaoudegezh a reas gant Victor Hugo en diskaramzer 1843. E vestrez e voe e-pad seizh vloaz betek ma voe kaset Victor Hugo en harlu goude taol-reveulzi an 2 a viz Kerzu 1851. Awenet he deus barzhonegoù a gaver e Les Contemplations.

Stadet e voe an avoultriezh gant ar polis en un otel e banell Saint-Roch e kentañ arondisamant Pariz d'ar 5 a viz Gouere 1845. Lezet e voe ar skrivagner da vont goude bezañ lakaet en a-raok e statud a bar a Frañs. Harzet e voe hi ha kaset da brizon Saint-Lazare. Goude daou viz e voe kaset da gouent urzh "les Dames de Saint Michel. Adèle Foucher, gwreg Victor Hugo a zeas eus he zu hag a zeuas d'he gwelet eno. Reiñ a reas Louis-Philippe Iañ ur gefridi da François Auguste Biard evit e sioulaat.

D'an 10 a viz Gwengolo 1845 ez eas da gouent an Aogustinezed. Chom a reas eno ur c'hwec'h miz bennak. Ur wech dieubet e voe gwelet alies e ti Victor Hugo. Sikouret e voe gant Adèle Foucher da reiñ lañs d'he obererezh lennegel. Kendrec'het e voe gant ganti da chom hep heuliañ Victor Hugo en harlu met kendelc'her a rejont da genskrivañ. Kemer a reas Victor Hugo he bugale e karg goude he disparti ha kas a reas dezhi arc'hant ingal betek he marv.

Dispartiet e voe diouzh he gwaz e 1855 ha sinañ areashec'h oberennoù gant hec'h anv-hi. Embann a reas da gentañ danevell he beaj d'ar Svalbard e stumm ul levr e ti Hachette. Goude e voe embannet Mariage en Province (1856), gant la Presse. Une Vengeance (1857), Étiennette, Silvère, le Secret (1859), l’Héritage du marquis d’Elsigny (1863) a voe holl embannet evit "La Bibliothèque des Chemins de fer" gant Hachette. Un tamm brud a bakas Léonie a-drugarez d'hec'h oberennoù.

Skrivet he deus pezhioù-c'hoari ivez. C'hoariet e voe he drama "Jane Osborn" evit ar wech kentañ d'an 30 a viz Genver 1856 e c'hoariva ar "Porte-Saint-Martin" gant Lucie Mabire war al leurenn. Embannet he deus romantoù-kazetenn e Le Siècle, Le Courrier de Paris ha Le Journal pour tous. Rubrikennoù he deus bet er gelaouenn L'Événement. Kronikennoù a-zivout ar c'hiz he deus skrivet evit les Modes parisiennes dindan an anv-pluenn « Thérèse de Blaru ».

Ur mab he deus bet, anvet Biard d’Aunet, a euredas d'an Dimezell a Lestang-Parade. Ganet he deus ivez ur verc'h a skrivas dindan an anv-pluenn « Étincelle » . Euredet eo bet homañ d'an Aotrou de Peyronny ha goude d'ar baron Double. Marvet eo e 1897.


Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Une place à la cour, komedienn en un arvest, Poissy, Arbieu, 1854.
  • Voyage d’une femme au Spitzberg, Pariz, Hachette, 1854.
  • Jane Osborn, drama e pevar arvest, Pariz, A. Taride, 1855.
  • Un mariage en province, Pariz, W. Gerhard, 1856.
  • Étiennette ; Silvère ; Le Secret, danevelloù, Pariz, L. Hachette, 1859.
  • L’Héritage du marquis d’Elvigny. Les deux Légendes d’Hardenstein, Pariz, L. Hachette, 1863.
  • Une vengeance, Pariz, Hachette, 1857.