Mont d’an endalc’had

Kyōko Okazaki

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kyôko Okazaki)
Kyōko Okazaki
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhJapan Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den岡崎京子 Kemmañ
Anv-bihanKyōko Kemmañ
Anv-familhOkazaki Kemmañ
Anv e kanaおかざき きょうこ Kemmañ
Deiziad ganedigezh13 Kzu 1963 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSetagaya-ku Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetjapaneg Kemmañ
MicherMangaka Kemmañ
Oberenn heverkHelter Skelter Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ

Un dresourez manga a vro Japan eo Kyōko Okazaki (岡崎 京子). Tresourez japanat vrudetañ an ugent vloaz tremenet eo ivez. Ganet eo bet e Tokyo e 1963, ha kregiñ a reas gant he labour er bloavezhioù 1980. Gwall zisheñvel diouzh oberenn tresourezed all eo he labour, dre ma ro ur plas bras da reizhelezh he zudennoù. Ec'h oberenn gentañ, anvet Virgin, a voe embannet e 1985. E 1989 e teuas er-maez Pink, un istor a gont buhez ur plac'h yaouank a labour en ur burev e-pad an deiz, a zo gast diouzh an noz hag he deus un amourous hag ur c'hrokodil en he ranndi. E-touez al levrioù bet savet ganti e kaver ivez Tōkyō Girls Bravo (東京ガールズ・ブラボー) (1990–1992), River's Edge (リバーズ・エッジ) (1993–1994) pe c'hoazh Helter Skelter (ヘルタースケルター) (1995–1996). En holl levrioù-se e kont buhez voutin tud yaouank, en ur veskañ fent ha darvoudoù tristoc'h. E miz Mae 1996 e vo gloazet Okazaki abalamour d'ur gwallzarvoud oto (ar blenier a oa mezv). Dibaoe ez eo chomet a-sav gant he labour tresourez. Daoust da se ez eo brudet hec'h oberenn, hag ez eus tresourezed all evel Kiriko Nananan pe Moyoko Anno a vez gwelet evel he diskennadezed war dachenn ar manga.

Oberenn Okazaki troet e galleg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Pink (264 fajenn)
  • Rivers' Edge (240 pajenn)
  • Helter-Skelter (320 pajenn)
  • Nonamour (188 pajenn)

Holl anezho embannet gant Casterman, dastumadeg Sakka.

 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける