Kurdistan Turkia
Kurdistan Turkia pe Hanternoz Kurdistan pe Kurdistan an Norzh (Türkiye Kürdistanı pe Kuzey Kürdistan e turkeg, Kurdistana Tirkiyê pe Bakurê Kurdistanê e kurdeg) eo an anv a reer eus al lodenn eus Turkia a zo annezet gant Kurded, e-kichen ar rannvroioù all zo poblet ganto er Reter-Nesañ.
En em astenn a ra war ur gorread etre 190 000 km² ha 230 000 km², da lavaret eo tost d’un drederenn eus gorread Turkia. Ur 17 proviñs bennak eus Turkia zo e Kurdistan Turkia, met diaes eo lavaret petra eo bevenn ar rannvro er c’hornôg. N’eus unander ebet gant ar rannvro-se war dachenn ar velestradurezh hag enebet eo stad Turkia ouzh implij ar ger Kurdistan evit envel anezhi.
Diyarbakır (Amed e kurdeg) eo ar gêr vrasañ er rannvro. Kurded Turkia a vefe etre 15 ha 25 milion anezho, met kalzik anezho o deus kuitaet maezioù Kurdistan evit mont da gêrioù bras kornôg Turkia, evel Ankara pe Istanbul.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek ar XIVvet kantved e voe an darn vrasañ eus Kurdistan en Impalaeriezh Otoman. Goude ar Brezel-bed kentañ e voe rannet an Impalaeriezh da sevel meur a vro nevez, ha da-heul e voe rannet ar Gurded etre meur a stad. Sevel a reas kalz Kurded a-enep lakaat lodenn norshañ ar vro annezet ganto e-barzh ar Republik Turk nevez-savet, pa n'anaveze houmañ gwir ebet dezho da gomz o yezh, ha meur a emsavadeg a voe er bloavezhioù 1920 ha 1930.
Abaoe an amzer-se e vez atav stourmoù kalet evit ma vefe anavezet gwirioù ar Gurded eno hag evit ma vefe disrannet Kurdistan diouzh Turkia. Etre 1925 ha 1965 e oa Kurdistan Turkia un dachenn miret evit an arme ha berzet ouzh an estrenien. E-pad an ugent vloaz diwezhañ ez eus bet renet ur stourm armet gant ar strollad PKK ; war-dro 35 000 den a vije marvet er stourm-se.