Kunsthalle Hamburg
Hamburger Kunsthalle a zo ur mirdi arzoù-kaer e Hamburg, en Alamagn. Ennañ e kaver oberennoù a dnn da Hamburg (XIVvet kantved), livadurioù izelvroat ha flamank ar XVIvet hag ar XVIIvet kantved, livadurioù alaman ha gall an XIXvet kantved hag arz modern. Tri savadur a ya d'ober ar mirdi hag a zo e kreiz-kêr, nepell diouzh ti-gar kreiz Hamburg ha diouzh lenn Binnenalster.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar mirdi kentañ a voe savet etre 1863 ha 1869 gant an arkitektourien Georg Theodor Schirrmacher und Hermann von der Hude. An eil savadur, savet e 1919, a voe savet diwar ur steuñv gant Fritz Schumacher. Galerie der Gegenwart a voe savet etre 1976 ha 1997, diwar ur steuñv gant O. M. Ungers[1].
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er mirdi e kaver livadurioù gant Max Liebermann, Lovis Corinth, Philipp Otto Runge, Caspar David Friedrich, Adolf Menzel. E Gallerie der Gegenwart e kaver oberennoù eus penn-kentañ an XXvet kantved gant arzourien evel Pablo Picasso, Paul Klee ha Max Beckmann, hag arz krouet goude 1945[2].
-
Caspar David Friedrich: Ar beajour a-us ur mor a goumoul
-
Caspar David Friedrich: Ar mor skornet
-
Carl Blechen: Ti gant gwez-palmez e Pfaueninsel e-kichen Potsdam
-
Paul Cézanne: Ar Seine e-kichen Bercy
-
Albrecht Dürer: Leon
-
Max Liebermann: Alez gwez-bev en ul liorzh e Wannsee
-
Paul Gauguin: Paotred o kouronkañ e Breizh
-
Delwenn gant Hermann Hahn e-kichen ar mont e-barzh pennañ
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Neugestaltung der Museumsinsel in Hamburg - Kunsthalle Hamburg (Galerie der Gegenwart) http://eng.archinform.net/projekte/2386.htm archinform.net, Katja Melan
- ↑ Hamburger Kunsthalle https://web.archive.org/web/20101208214420/http://www.hamburg.de/museen-kunst-ausstellungen/museen/1065616/hamburger-kunsthalle.html