Gwern-Porc'hoed Kumuniezh
Neuz
(Adkaset eus Kumuniezh kumunioù Bro Gwern-Porc'hoed)
Gwern-Porc'hoed Kumuniezh a zo anezhi un etrekumuniezh (ur gumuniezh-kumunioù) eus departamant ar Mor-Bihan, e Breizh. Ul lodenn eus Bro Ploermael - Kalon Breizh eo. Krouet e voe e 1994. Betek ar 1añ a viz Genver 2014 e oa “Kumuniezh-kumunioù Bro Gwern-Porc'hoed” hec'h anv. D'ar 1añ a viz Genver 2017 e oa deuet da vezañ Eus an Oud da Vreselien Kumuniezh, goude kendeuziñ gant div etrekumuniezh-all.
Kumunioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kumuniezh-kumunioù Bro Gwern-Porc’hoed a yae 7 kumun d’ober anezhi :
- Algam
- Benion (abaoe ar 01.01.2014)
- Gwern-Porc'hoed
- Monteneg
- Porzh-Karozh
- Ruvenieg
- Sant-Maloù-Benion