Post-kroug
Neuz
(Adkaset eus Kroug)
Ar groug, pe ar post-kroug, pe kroug-prenn, eo ar postoù a vez aozet da grougañ an dud. A-wechoù e vezont savet war ur chafot. E broioù zo e vez krouget c'hoazh an dud kondaonet d'ar marv.
Ar post-kroug
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Peurvuiañ e vez graet gant tri fost. Daou bost a vez lakaet en o sav, hag an trede a-blaen warne. Ouzh an treust a-blaen e vez istribilhet ar gordenn-groug. Lakaet e vez ar gordenn e kerc'henn un den hag a chom a-istribilh hag a voug dre nerzh e bouez. E broioù zo e oa ur c'hrouglec'h gant daou beulvan hag a weler c'hoazh.
Brudet eo krouglec'h Montfaucon, e-kichen Pariz, e Bro-C'hall.
Livadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Krouglec'h war un dorgenn, en daolenn Ar c'harrad foenn, gant Hieronymus Bosch (1453-1516).
-
Ar big war ar c'hroug-prenn, gant Pieter Brueghel gozh (1525-1569).
-
E 1640, e Bro-Saoz, e voe krouget an eskob John Atherton (1598-1640) ha John Childe (16xx-1640). Skeudenn eus pajenn-dal al levrig The shameful ende of Bishop Atherton and his Proctor Iohn Childe, embannet e 1641.
-
Sklav lakaet ouzh ur c'hrog-kig.