Kristina Danmark (Dugez Loren)
- Evit implijoù all, gwelet Kristina Danmark.
Kristina Danmark, ganet e Nyborg en miz Du 1521, marvet e Tortona d'an 10 a viz Kerzu 1590, a oa merc'h da Christian II, roue Danmark ha da Izabel Aostria, c'hoar d'an Impalaer santel Karl V.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Nizez e oa d'an impalaer Karl V. He mamm a varvas pa oa 4 bloaz, ha savet e voe gant he moereb Maria Hungaria, a oa gouarnerez an Izelvroioù.
Dimezioù ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rankout a reas dimeziñ da 13 vloaz, d'ar 4 a viz Mae 1534, da Francesco II Sforza (1495 - 1535), dug Milano, a oa 39 bloaz, met n'o devoe ket bugel. Mervel a reas an dug bloaz goude. Krediñ a reer ne voe ket diwerc'het ar plac'hig, intañvez da 14 vloaz.
Addimeziñ a reas e Gouhere 1541, e Brusel, da Frañsez Iañ (1517 † 1545), dug Loren ha dug Bar.
Tri bugel o doe:
- Dorothea (1542-?), dimezet gant Dug Braunschweig
- Charles (1543-1608), anvet da zug goude marv e dad
- Renata (1544-1602), dimezet gant Wilhelm V, Dug Bavaria.
Intañvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas he fried e Mezheven 1545 goude ur ren berr (nebeutoc'h eget bloaz) ha nemet daou vloaz ne oa o mab.
Poltred
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]He foltred gant Hans Holbein ar Yaouankañ zo en National Gallery (Londrez).