Mont d’an endalc’had

Krist marv

Eus Wikipedia
Krist marv, tremplivadur war vezher, 1480, Pinacoteca di Brera, Milano

Krist marv zo unan eus brudetañ taolennoù an arzour italian Andrea Mantegna, livet war-dro 1480. Gwelout a reer Jezuz war ur gwele marmor, ar Werc'hez hag an abostol Yann an Avielour en e gichen.

Graet e voe an daolenn gant Mantegna evit chapel e vez, a greder. Kavet e voe gant e vibien en e stal-labour, ha gwerzhet evit paeañ an dle chomet war e lerc'h. He gwelout a c'haller er Pinacoteca di Brera e kêr Milano, en Italia.

Burutellerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tamallet e voe d'an daolenn, gant kelennerien-arz eus e amzer, diskouez ar C'hrist e "doare ar Romaned", evel un den kig ha gwad, ha netra ken : mat e weler an toulloù en daouarn hag en treid. Sachet e vez ivez ar sell war-du gaol ar C'hrist, un dra ral el liverezh relijiel.

Kement-se a zisteraje talvoudegezh an daolenn a rankje bezañ diskouezet natur doueel ar C'hrist. Kontrol e oa an oberenn da santadoù relijiel e vare.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • La Grande Storia dell'Arte - Il Quattrocento, Sole 24 Ore, 2005
  • Faces of Christ, Thomas, D., 1979