Mont d’an endalc’had

Kresk askoridik

Eus Wikipedia

Ar c'hresk askoridik a zo an araokadennoù deus ar faktorioù produiñ da lâret eo, muioc'h a labour, muioc'h a c'hevala, muioc'h a danvezioù krai. Dre-se e vez pe kresket an talvoud ouzhpennet evit pep implijiat, pe kresket niver a mekanikoù a-drugarez d'an araokadennoù teknikel a zo bet.
E-pad an tregont glorius, war hir dermen askoradoù ar faktorioù produiñ n'ho deus ket digresket. N'int ket bet ingal ken nebeut, met ar produadur n'eus ket kresket evel ma z'eo bet implijet ar faktorioù produiñ, kresket n'eus buhanoc'h. Ul lodenn deus ar c'hresk ekonomikel n'en em zispleg ket nemetken gant ar c'hementad faktorioù implijet. En em zispleg a ra ivez gant ur faktor dilerc'h.
Robert Solow en deus dizolet e oa un dilerc'h ouzhpenn d'ar faktorioù produiñ hag a lake ar c'hresk ekonomikel da kreskiñ. An dilerc'h-mañ a zo par d'an araokadennoù teknikel hag a vo muzuliet gant ar produadur hollek deus ar faktorioù. An dilerc'h-mañ a greizenn an holl elfennoù ha n'int ket liammet gant krest ar faktorioù labour pe kevala, hag a lakont a c'hresk ekonomikel da greskiñ.