Mont d’an endalc’had

Krennlavaroù flamank

Eus Wikipedia
Ar c'hrennlavaroù flamank, e Berlin

Ar c'hrennlavaroù flamank (Nederlandse Spreekwoorden en izelvroeg), lesanvet ar bed war e gemend-all pe la Huque bleue, zo un daolenn gant al livour flamank Pieter Brueghel gozh, e 1559, hag a zo war ziskouez bremañ er Gemäldegalerie e Berlin. Skeudennaouet eo bet gantañ krennlavaroù pemdeziek e amzer.

Brudet e oa ar c'hrennlavaroù poblek en amzer Bruegel, hag un toullad dastumadegoù a oa bet embannet, unan anezho gant Erasmus.

Betek 112 krennlavar zo bet kavet, met re all a c'hallfe bezañ bet lakaet c'hoazh gant Bruegel.

Darn a vez lavaret atav, hag en o zouez:

  • "neuial a-enep al lanv",
  • "ar pesked bras a zebr ar re vihan",
  • "skeiñ e benn ouzh ur voger brikez",
  • "armet betek e zent".

Darn a gaver e meur a yezh all, evel

Darn zo dianav er yezh pemdeziek hag a gaver roud anezho e kanaouennoù pe kontadennoù, *bezañ goloet e doenn gant tartez" a dalveze kaout e-leizh a draoù, a laka da soñjal en ti 'tal ar Blavezh Hag a zo toet gant krampouezh hervez ar ganaouenn vrezhonek, ur skeudenn a gaver en e daolenn anvet Luilekkerland (Bruegel) (Bro Gokagn).

Luilekkerland (Bruegel), ma weler an ti toet gant tartez.

Krennlavaroù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Emañ ar moc'h e-touez an ed (pep tra zo o vont a-dreuz). Keñveriañ gant an droienn vrezhonek N'emañ ket e voc'h gantañ er gêr.