Mont d’an endalc’had

Krampouezh-mouezig

Eus Wikipedia
Krampouezh-mouezig
Krampouezh-mouezig
Rummatadur Cronquist
Riezad : Plantae
Skourrad : Magnoliophyta
Kevrennad : Magnoliopsida
Urzhad : Rosales
Kerentiad : Crassulaceae
Genad : Umbilicus
Anv skiantel
Umbilicus rupestris
(Salisb.) Dandy, 1948
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Umbilicus rupestris o vleuniañ du-hont e kostez Devon
Umbilicus rupestris ruz abalamour d'an heol, e Nazaré, Portugal.

Ar c’hrampouezh-mouzig, pe krampouezh-mouezig, pe tule, pe tulev, zo plant a ra o annez e kement faout a gaver er reier, en disterañ meudad douar etre mein ar mogerioù. Bokedoù delioù ront ha chugonus an hini ac’h a d’ober anezhe, delioù kleuz o c’hreiz, lec’h m’int stag ouzh o c’horz – diwar se o anvioù latin (Umbilicus rupestris) ha gallek (nombril de Vénus)

Diwezhatoc’h, tra ma sec’h an delioù, e sav buan ur gorzenn bleuñv peuzwenn dister warni. An delioù an hini a vez implijet : goude bezañ gwalc’het anezhe, tennit o c’hroc’hen dindan ha lakait anezhe war ar goulioù. Mar geo bras ar gouli, lakaat ur balastrenn gant delioù tule bervet. N’eus ket par dezhe da soagnañ ar goañvennoù, an devadennoù, an troc’hoù, ar burbu bulumet. Evit an holl draoù-se hag a sell ouzh ar c’hroc’hen e c’haller prientiñ un ongant pe un traet: gwalc’hiñ an delioù, frikañ ha neuze poazhat anezhe gant kemend-all a amann dous, ha silañ.


Er C'hastell-Nevez ez eus ur gwenaner, Laou Kefeleg, hag a ra "kroc'hen revr flour" anezhe, en e "droidigezh" diwar an anv gallek.

Un anv poblek allevit ar blantenn-se eo krampouezh mamm-gozh