Mont d’an endalc’had

Kouzoumenn

Eus Wikipedia
Arvar zo diwar-benn neptuegezh ar pennad-mañ
ha n'eo ket savet diouzh un holloueziadur
.
Kit da welet ar gaozeadenn

Ar gouzoumenn zo ur sakramant relijiel kristen.

Evit ma resevo ar bugel a zoare ar sakramant-mañ e c’heller heuliañ ar rummad kentelioù-mañ. Ar gwir kanonek a lavar e rank ar bugel bezañ « en oad », da lavarout eo adalek 7 vloaz, pa vez emouez ouzh ar pezh a ra hag eus ar pezh a c’hell en em gavout da heul (katekiz an Iliz katolik, mellad1307) .

Alies e Frañs e vez roet diwezhatoc’h abalamour d’ar bastorelezh (derc’hel ar vugale er c’hatekiz ar pellañ ma c’heller).

« Eil sakramant an deskoniadur kristen ez eo ar Gouzoumenn, war-lerc’h ar Vadeziant ha da beurglokaat anezhañ » Ao. ‘n eskob Leonard.

1. A-raok pep tra e rank ar bugel anavezout traoù diazez gwirionezioù ar feiz kristen : 1.1 Petra eo ur sakramant ? 1.11 Daoust hag eñ e c’hellomp bevañ kristen hep sikour Doue ? N’hellomp ket hep sikour Jezuz-Krist, en deus lavaret « Hepdon n’hellit ober netra » 1.12 Penaos e sikour deomp ? Reiñ a ra deomp E C’hras dre vadelezh, er vuhez pemdez, bep tro ma reomp ar Mad. 1.13 Penaos e ro c’hoazh E c’hras d’ar Gristenien ? Dre ar sakramantoù hag ar bedenn. Ar sakramantoù a zo sinoù ordinal Gras Doue. Teñzor an Iliz ez int, karget maz eo bet gant Jezuz d’o reiñ en e anv. 1.2 Pe anv ar seizh sakramant ? 1.21 Ar vadeziant eo ar c’hentañ anezho. Ar Spered Santel a ra e annez er c’hristen nevez da zeiz e vadeziant. Lemel a ra ar pec’hed-orin. Reiñ a ra deomp ar vuhez dreist-naturel, hag e ra ac’hanomp kristenien, da lavarout eo diskibled da Jezuz-Krist, bugale da Zoue ha d’an Iliz. 1.22 Sakramant ar adunaniezh, anvet ivez sakramant ar binijenn, sakramant pardon Doue ; 1.23 Sakramant an Aoter pe an Eukaristiezh, a vez lidet e-pad eil lodenn an Oferenn. Ar sakramant pennañ ez eo : Jezuz-Krist a zo bezant en tabernakl dindan spesoù ar bara kensakret, hag en holl gristenien a zebr un ostiv kensakret, da sikour e vignoned da vont d’e heul war an hent a ziskouez deomp ; 1.24 Sakramant ar Gouzoumenn, a greñva donezonoù ar Spered Santel bet resevet gant ar vadeziant ; 1.25 Sakramant an Urzh, evit dont da vezañ diagon, beleg hag eskob ; 1.26 Sakramant ar Briedelezh, pa saver tiegezh, da vezañ sikouret er stad-se a vuhez ; 1.27 Sakramant ar Glañvourien, pe an Nouenn, pa vezer klañv-bras pe degouezhet da dermen e vuhez. 1.3 Petra a engouestl [a bromet] un den badezet ? Tri zra a engouestl un den badezet 1.31 Krediñ e Jezuz-Krist ; 1.32 Heuliañ e c’hourc’hemennoù ; 1.33 Treiñ kein d’an droukspered ha d’ar pec’hed.

2. Eus ar Vadeziant d’ar Gouzoumenn 2.1 Gant ar Gouzoumenn e resevomp ar Spered Santel. E resevet hor boa dija avat. Pegoulz. Da goulz hor badeziant. 2.2 Perak neuze hon eus ezhomm d’E resev a-nevez ? 2.21 Petra a zo bet da boent hor badeziant ? Resevet hon eus ar Spered Santel, Doue en deus merket hon ene gant E Spered Santel.. 2.22 Daoust hag eñ e c’hell ur babig ober pep tra kerkent ha ganet ? N’hell ket : n’hell ket kerzhout, komz, mont d’ar skol, rentañ servij, c’hoari, redek… 2.23 Evel evit hor c’horf, he deus ezhomm hon ene eus un nerzh a-zoare evit kreskiñ ? Ya, ar Gouzoumenn a ra d’ar Spered Santel dont enno, d’ober ac’hanomp gwir gristenien, testoù ha ebestel da Jezuz.

3. Skouer an Ebestel Ar Pantekost a ziskouez ez eo bet kemmet doare-bezañ an Ebestel : - aoniek e oant ; deuet int da vezañ kalonek, o komz dizaon diwar-benn Jezuz hag eus E Aviel, o c’houzañv an toullbac’h ha zoken bezañ merzheriet gant habaskted, levenez, dre ma karont Jezuz ; - dizesk e oant ; komzet o deus neuze diwar-benn traoù Doue en un doare boull ha dic’hortoz. 3.1 Eus pelec’h e teue dezho an donezonoù-se ? Diouzh ar Spered Santel. Lavaret en doa Jezuz : « Kalz a draoù am eus c’hoazh da lavarout deoc’h, met n’hellit ket o dougen (kompren) bremañ. Pa vo deuet hennezh avat, ar Spered a wirionez, e hentcho ac’hanoc’h da gaout an holl wirionez » (Yann, 16, 12-13) Burzhudoù a voe dre ma komzent « en Anv Jezuz » (Oberoù an ebestel 3, 1-11 - 5, 12-16) 3.2 Eus pelec’h e teuio an donezonoù-se, ha dre benaos ? Diouzh ar Spered Santel, dre sakramant ar Gouzoumenn.

4. Donezonoù ar Spered Santel 4.1 Donezon an doujañs-Doue, a ro ar c’hoant da blijout da Zoue dre chom hep pec’hiñ ; 4.2 Donezon an deoliezh, hol laka da garout Doue evel hon Tad eus an Neñv, gant fiziañs bras, ha da glask ma vezo karet gant ar re all ivez ; 4.3 Donezon an nerzh, a-benn derc’hel gant ar strivoù, disteurel an hent fall « Pep tra a c’hellan en hini a ro nerzh din » (Filipidi 4, 13) Gant sikour a Spered Santel, e c’hellan pep tra, an traoù diaes zoken, evel karout ar pezh na vezer ket troet da garout en un doare natur (an dud a zo imoret fall, an dud nammet, paour..), ha da gaout pasianted evit ar pezh a zo displijus deomp, netra nemet dre ma plij da Zoue pe maz eo bet aotreet gantañ. 4.4 Donezon ar Skiant, da ziforc’hañ ar mad hag an droug, evit chom feal da Zoue ; 4.5 Donezon ar C’huzul, pe an Avisted, a sikour deomp da zibab etre meur a dra, da glask petra ar blij ar muiañ da Zoue. 4.6 Donezon an Anaoudegezh hol laka da gompren ha da garout a greiz hor c’halonoù gwirionezioù pennañ ar relijion, na c’heller tizhout nemet ma vez-Eñ o ren en hon ene (pa vezer er stad a c’hras) ; 4.7 Donezon ar Furnez, a ro deomp an dro da dañva traoù Doue ha da unaniñ hon ene ouzh Doue. Evel-se e vezomp troetoc’h da soñjal evel Doue, da garout evel ma ra, da vezañ mennet evel ma venn Doue.