Kosmas

Eus Wikipedia
Ar sent Kosmas ha Damian e levr eurioù Anna Breizh.

Kosmas a oa ur sant eus Kilikia, medisin evel e vreur Damianos, ha merzherien o-daou.

Ganet e vije en Arabia. Louzaouiñ an dud a raent en Aigéai (Ayash hiriv), hep kemer arc'hant digante. Se zo kaoz e larer anezhe « ἀνάργυροι / anárgyroi». Ganto e voe sachet kalz a dud d'ar feiz kristen.

Harzet e voent ha merzheriet, dindan Diocletianus, e 303 pe 310, war urzh ar prefed Lysias. Hervez ar vojenn e e rankent dinac'h o feiz, ne raent ket, ma voent boureviet euzhus, ha ne raent van ebet. A-benn ar fin e voent dibennet, evel o breudeur yaouankoc'h, Antime, Léonce hag Euprepius, a veze bepred d'o heul evit-doare.

Lakaet eo bet da sant paeron ar surjianed hag e vreur da hini an apotikerien, lidet e vezont d'ar 26 a viz Gwengolo er C'hornôg, d'ar 1añ a viz Du er Reter.

Arz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Unan eus o zaolioù brudet e oa bezañ imboudet ur c'har zu ouzh korf ur c'hlaénvour gwenn, ha kement-se zo bet danvez meur a livadur, evel hini Fra Angelico e Firenze.

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]