Mont d’an endalc’had

Korvetenn

Eus Wikipedia
Korvetenn
doare lestr
Iskevrennad euslestr brezel, lestr Kemmañ

Ur gorvetenn zo ul lestr-brezel bihan. En un doare istorel, da vare ar bagoù-dre-lien, e oa ur c'hlasad bigi etre ar skloupoù-brezel bihanoc'h hag ar fourgadennoù. En XVIIIvet hag en XIXvet kantved e veze implijet evel lestr-avizer, evit ober al liamm etre bagoù brasoc'h pe gant an douar[1]. E-pad an Eil Brezel-bed e voent implijet a-enep al listri-spluj ivez, dre ma oant aesoc'h ha simploc'h da broduiñ evit al listri-distrujer.

Rolloù modern al listri korvetenn a zo lies : ober troioù-ged, listri banner-misiloù ha tagañ bliv ivez. Ar c'horventennoù-se a zo a voaz etre 500 ha 2000 tonenn. Korvetennoù nevesoc'h a zo tostik-tost diouzh ar pouez a 3000 tonenn hag ouzhpennet ez eus bet dezho mirlec'hioù evit biñsaskellioù. Bremañ o deus ment hag efedusted ar fourgadennoù bihanañ. En desped da-se e chom un diforc'h gant ar fourgadennoù, kar ar c'horvetennoù n'o devez ket galloud a-walc'h evit bezañ re alies ha re hir war vor. Gant al lizhetenn F e krog o igorell-gwelet e morluioù AFNA.

Al listri-ged zo bihanoc'h evit ar c'horvetennoù, hag armet skañvoc'h. Er c'hontroll d'ar c'horventennoù e lavigont nepell diouzh an aodoù.

  1. (fr) MERRIEN Jean, Dictionnaire de la mer, Omnibus, 2014, 861 p., ISBN 978-2258-11327-6, p. 254b