Korrgreskerezh elektronek

Eus Wikipedia
Korrgreskerezh elektronek
Iskevrennad eusmicroscope Kemmañ
Dizoloer pe ijinerErnst Ruska, Max Knoll Kemmañ
Mare ma oa dizoloet pe ijinet1931 Kemmañ
A implijcathode ray Kemmañ
Berrdres ur c'horrgresker elektronek

Korrgreskerezh elektronek e reer eus un hentenn arselladur hag a implij elektronoù evit kaout ur skeudenn eus ur standilhonad. Kalz brasoc'h eget hini ar c'horrgreskerezh fotonek eo galloud diarunusted ar c'horrgreskerezh elektronek, pa ro ur barr muiaat eus 5 milion ; gant trohed an elektronoù eo harzet an diarunusted.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div gavadenn en XXvet kantved zo bet pouezus da sevenadur ar c'horrgresker elektronek kentañ : labour ar Gall Louis de Broglie evit diskouez neuz gwagennel an elektron (1924) hag e-keit-se diorren al luc'honiezh elektronek gant ar fizikour alaman Hans Busch (1922). Hennezh a ziskouezhas o doa an elektronoù en ur gwarellvaez kemparzhel kelc'htreiñ ar memes emzalc'h ha hini ar gouloù e-barzh ur reizhiad luc'honiezh kemparzhel kelc'htreiñ.
Adalek an div neuz-se ez ijinas Max Knoll hag e studier Ernst Ruska e 1931 ar c'horrgresker elektronek kentañ, gant div ferenn elektronek porzhet gant ur dredanvarr eus un nebeud miliadoù a voltoù. Ar skeudennoù kentañ graet gant ar c'horrgresker-se o doa un diarunusted tro-dro da zek nanometr, kendalvoud d'an diarunusted diraezus gant ar c'horrgreskerioù fotonek gwellañ eus ar mare-mañ.