Mont d’an endalc’had

Kored (pobl)

Eus Wikipedia

Goude ma oa bet trec'h warne gant ar Vasaed purko er bloavezhioù 1870 e tec'has kuit ar Gored eus o douaroù orin betek biz Kenya ma oant bet tapet ha lakaet da sklaved gant ar Somalied.

Dieubet e oant bet gant lu Breizh-Veur da diwezh an XIXvet kantved met kollet e oa bet neuze o yezh vaek orin ha troet e oant holl war ar somalieg.

Divroet e oa bet adarre en eil hanterenn eus an XXvet kantved goude ma oa bet kollet o saout gante ha bremañ emaint o chom war enezenn Lamu.