Korag-Europa
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
Ur c'horag Europa
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Aves | ||
| Urzhad : | Coraciiformes | ||
| Kerentiad : | Coraciidae | ||
| Genad : | Coracias | ||
| Anv skiantel | |||
| Coracias garrulus Linnaeus, 1758 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Ar c'horag Europa a zo un evn liesliv amprevanetaer. Coracias garrulus eo e anv skiantel.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Glas eo darn vrasañ e gorf, ha gell e gein. War-dro 30 cm eo ar c'horag, hag ouzhpenn 50 cm e hed-eskell. Troioù ouesk a vez graet gant ar par pa vez deuet koulz an embarañ: nijal a ra uhel en oabl hag ober van da zifaragoellañ. 4 pe 5 vi a vez goret gant ar barez e-pad nebeutoc'h eget teir sizhun en un neizh savet e toull ur wezenn.

Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dreist-holl amprevaned tapet diwar-nij. Debriñ a c'hell ivez glazarded bihan pe logod ha frouezh en diskaramzer.
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bevañ a ra er c'hoadoù gant gwez rouez pe e-kichen ar stêrioù. E reter ha kreisteiz Europa e vez gwelet. Divroañ a ra da Afrika er goañv (adalek fin miz Eost, penn kentañ miz Gwengolo).

