Kontelladoù Southport 2024
Neuz
Kontelladoù Southport 2024
| Stad | Rouantelezh-Unanet |
|---|---|
| E tiriad | Southport |
| Kontelezh istorel | Lancashire |
| Lec'h | Southport |
| Daveennoù douaroniel | 53°38′33″N 2°59′7″W |
| Deiziad | 29 Gou 2024 |
| Efed | 2024 United Kingdom riots |
| Oberour | Axel Rudakubana |

D'an 29 a viz Gouhere 2024 e oa bet un dagadenn a daolioù kontell war bugale yaouank en ur studio dañs e Southport, er Rouantelezh-Unanet. Tri bugel a oa bet lazhet, ha dek den gloazet ouzhpenn – eizh anezho o vezañ bugale – lod o vezañ gloazet don. An torfedour, Axel Rudakubana, ur c'heodedour breizhveuriat 17 vloaz ganet e Kerdiz en ur familh eus Rwanda, a oa bet harzet war al lec'h ha tamallet gant tri rebech muntr, dek rebech klask muntrañ, ha perc'henniñ un ostilh gant ul laonenn.
Goude an dagadenn-se e oa bet kroget emsavadegoù feuls enep enbroidi er Rouantelezh-Unanet.