Kontelezh Boulogne

Eus Wikipedia
Ardamezioù kontelezh Boulogne.

Kontelezh Boulogne a oa ur gontelezh e hanternoz Bro-C'hall etre an IXvet kantved hag ar XVvet kantved, en-dro da gêr Boulogne-sur-Mer.

Ur pagus e oa, e rouantelezh ar Franked (pagus Bononiensis). War a seblant e oa bet dindan konted Flandrez war dreuzoù an Xvet kantved. Aloubet e voe gant Fulup II an Aogust e 1212 ha roet gantañ d'e vab. Goude-se e voe sellet ouzh ar vroig-se evel ul lodenn eus kontelezh Artez ha staget e voe da vat ouzh ar rouantelezh c'hall e 1550.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]