Komm, süßer Tod (film)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Komm, süßer Tod
Filmdata
Titl orin : Komm, süßer Tod
Bro produiñ : Aostria
Deuet er-maez : 22 a viz Kerzu 2000 en Aostria
Yezh orin : alamaneg
Padelezh (PAL-DVD) : 104 munutenn
Skigner : DOR Film
Pare
Filmaozer : Wolfgang Murnberger
Produer : Danny Krausz
Kurt Stocker
Skrivagner : romant: Wolf Haas
senario:
Wolf Haas
Josef Hader
Wolfgang Murnberger
Sonerezh : Sofa Surfers
Aktourien

Josef Hader
Simon Schwarz
Barbara Rudnik
Michael Schönborn
Bernd Michael Lade
Nina Proll
Karl Markovics
Reinhard Nowak

Liammoù diavaez

Komm, süßer Tod (Deus, marv dous) a zo ur film aostrian eus 2000. Fentus-kriz eo. Graet eo bet diwar romant Wolf Haas an hevelep anv gantañ. Unan eus istorioù an detektiv Brenner eo, a gont buhez dichañs un den a zo bet poliser ha detektiv evit e gont, Simon Brenner, a red hentoù Aostria hag en em gav gant torfedoù diaes da ziskoulmañ.

C'hoariet eo Brenner gant unan eus an aktourien vrudetañ en Aostria, Josef Hader. "Komm, süßer Tod" a zo bet produet gant DOR Film, Ensavadur Aostria ar Filmoù hag an ORF.

Gounezet en deus ar film ar priz Romy o vezañ ma oa ar film aostrian en deus graet ar muiañ berzh e 2001. Sellet e vez outañ evel unan eus ar gwellañ filmoù aostrian.

Synopsis[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Simon Brenner, a oa poliser a-raok hag a zo bremañ un detektiv prevez hep chañs, a zo deuet da vezañ un teknikour yec'hed, goude ma oa bet kaset er-maez eus ar polis abalamour m'en doa kousket gant gwreg ar penn-ofiser. Ne fell dezhañ nemet chom hep kaout trubuilhoù ha derc'hel da labourat e-pad ur prantad, met en em gavout a ra siwazh en ur brezel etre daou aozadur yec'hed.

Rankout a ra Brenner adkregiñ gant e vuhez detektiv goude marv ur glañvdiourez anavezet en un ospital. Brenner gozh ne ra forzh, met e vignon yaouank hag ideeler Berti a fell dezhañ enklask. Nebeut war-lerc'h e c'hoarvez ur muntr all, lazhet eo bet ar wezh-mañ ur c'hlañvdiour.

Kompren a ra neuze Brenner eo ret dezhañ diskoulmañ an afer a-benn adkavout e vuhez sioul ha dizarvoud. Goustadik met mennek e tispak ar wirionez en ur daliñ ouzh brezel kriz etre an daou embregerezh yec'hed.

Aktourien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]