Komárom
Komárom (Komárno e slovakeg, Komorn en alamaneg) zo ur gêr gozh eus Hungaria, e hanternoz ar vro. Emañ war lez dehoù an Danav, hanter-hent etre Budapest ha Bratislava.
Abaoe dibenn ar Brezel-bed Kentañ eo aet an douaroù a oa e hanternoz Rouantelezh Hungaria d'ober Slovakia, ur vro stag da gentañ ouzh Tchekoslovakia hag ur stad dizalc'h bremañ. Gant se eo bet rannet kêr Komárom e div lodenn : an eil, er c'hreisteiz d'an Danav, a zo chomet en Hungaria, hag eben, en hanternoz d'ar stêr, a zo bremañ e Slovakia. En hanternoz e oa kreiz ar gêr, al lodenn goshañ anezhi.
En Hungaria ez eus tost da 20 000 a dud o chom e Komárom. E Slovakia, er gêr a reer anezhi ent-ofisiel Komárno, ez eus 35 000 a dud, ha war-dro 60% anezho zo hungaregerien.
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Franz Lehár (1870–1948), sonaozour
- Theodor Körner (1873-1957), prezidant Aostria
- Mór Jókai (1825-1904), skrivagner
Kêrioù gevellet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gevellet eo Komárom gant ar c'hêrioù-mañ :
- Komárno (Slovakia)
- Lieto (Finland)
- Naumburg (Alamagn)
- Judendorf-Straßengel (Aostria)
- Sebeș/Szászsebes (Roumania)
- Sosnowiec (Polonia)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn ofisiel (hu) (sk) (de) (en)