Koh-Lanta

Eus Wikipedia
Ludresadenn eus Denis Brogniart

Koh-Lanta (anvet Les Aventuriers de Koh-Lanta e-pad ar c'hentañ koulzad) zo un abadenn skinwel c'hall skignet war TF1 abaoe ar 4 a viz Eost 2001. Kinniget eo bet da gentañ gant Hubert Auriol, ha gant Denis Brogniart abaoe 2002. Anv an abadenn a zo deuet a-ziwar ar ger thai « Koh Lanta », a talvez « enezenn ar milionoù a lagadoù » hag a zo anv an enezenn eus Thailand lec'h ma voe filmet ar c'hentañ abadenn.