Mont d’an endalc’had

Kod-lezenn Ur-Nammu

Eus Wikipedia
Ur Nammu en Istanbul

Kod-lezenn Ur-Nammu eo anv an dabletenn goshañ gant lezennoù erruet betek ennomp. Skrivet e oa bet e sumereg e-tro 2100-2050 a-raok Jezuz-Krist, e-kerzh trede tierniezh Ur.

Er rakskrid e lenner eo bet savet al lezennoù gant ar roue Ur-Nammu eus keoded Ur (2112-2095 AJK) ; hervez lod istorourien int oberenn e vab Shulgi.