Mont d’an endalc’had

Kobra

Eus Wikipedia
Kobra egiptat

An anv kobra a ya da envel meur a spesad naeron binimus, eus ar genad, Naja peurgetget pe, aliesoc'h c'hoazh, ur spesad eus an Indez, an naer-lunedek. Homañ ziwezhañ an hini eo a vez liammet ouzh micher ar fakired chalmerien naered, e spered an dud.

Ar c'hobraed zo izili eus an Elapidae.

Gouest eo ar c'hobraed da c'hwezañ o gouzoug pa vez droug enne. Hemañ zo un tun a dalvez dezhañ da seblantout kalz brasoc'h. d'ar c'houlz-se an hini e vez gwelet al « lunedoù» ar muiañ.

Er c'hontrol eus ar mojennoù spredet e spered an dud, gant Levr ar janglenn dreist-holl, a ra eus ar vibinell e enebour pennañ, hemañ ne dag ket nemeur ar c'hobraed, nemet ar re yaouank e vefe, ha ne ra peurliesañ ken preizhañ an neizhioù a-benn plaouiañ ar vioù.

O binim zo pistrius-kenañ. Diskar a ra e breizh gant e vinim, pe ouzh e deurel ouzh ar muqueuses pe o flemmañ anezhañ. Ur binim neurotoksek a laka ar c'higennoù da seizañ, ar re a dalvez da analat peurgetket. Gallout a ra lazhañ un den e korf div pe dek eurvezh. Lod eus ar spesadoù a c'hall tizhout tri pe pevar metrad hirder, pe muioc'h.