Knut II Sveden

Eus Wikipedia

Knut Holmgersson, pe Knut II Sveden, pe Knut Långe (an Hir), a oa roue Sveden adal 1229 betek 1234.

Krediñ a reer e oa mab-bihan da Filip Eriksson, mab yaouankañ Erik IX ar Sant. Ezel e oa eus kuzul ar roue Erik XI. Kemer a reas ar gurunenn goude emgann Olustrom d'an 28 a viz Du 1229.

Mervel a reas en 1234, ha neuze e tistroas Erik XI eus Danmark da adkemer e gurunenn.