Mont d’an endalc’had

Klytia

Eus Wikipedia
Delwenn d'an nimfenn Klytia.
Klitia, hervez Evelyn de Morgan

Klitia pe Klytia (Κλυτία e gregach, latinekaet e Clytia) a oa un nimfenn, merc'h da Okeanos ha Tethys.

Sot e oa Apollon, an Heol, ganti. Met goude ur pennad e kavas gwelloc'h sellout ouzh Leukothea.

Ha glac'haret an nimfenn, ha gwarizi enni. Mont ha reas neuze da ziskuliañ da Orc'hamos, tad eben, gant piv ez ae e verc'h da c'hoari. Hag hennezh ha kondaoniñ e verc'h, dre ma ne oa ket gwerc'hez ken, d'ar marv, ha da vezañ mouget en traezh.

Droug a savas en doue outi. Ken glac'haret ha ma oa Klytia, ha hi da chom en he noazh, hep tamm na takenn, e-pad nav deiz, war ar reier, da sellout ouzh an Heol en e red, o ouelañ d'o disparti. A-benn an nav deiz-se e teuas da vout melen ha rous. Kastizet e voe gant Apollon : treiñ anezhi a reas en ur vleunienn, an heliotrop pe tro-heol. Hag ar vleunienn a dro he fenn dre ma wel an heol o tremen a-us dezhi.

Er vojenn-mañ eo mesket Helios, an Heol, hag Apollon-Foibos, doue an heol.

Kontet eo an istor e Metamorfozoù Ovidius.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.