Kitsch
Kitsch a zo ur ger alamanek deuet da vezañ etrebroadel, hag implijet evit taolenniñ neuz divalav (keñveriet gant reolennoù pennañ an arzoù) an traoù kinklañ.
Orin ar ger
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tro ar bloavezh 1860 e oa bet implijet ar ger kitsch evit ar wech kentañ, met amsklaer eo an dalvoudegezh anezhañ. Teir displegadenn zisheñvel a zo. Marteze e teuje eus ar verb alamanek verkitschen, hag a dalvez “foarañ”, pe “gwerzhañ d’ur priz izel-tre”. Hervez lod e teuje eus ur verb alamanek all, kitschen, hag a dalvez “dastum traoù lous er straedoù”. Re zo a lavar e teuje eus ar ger saoznek sketch distaget “kistch” gant an Alamaned. Hervez William Styron e teuje eus ar yidicheg. Stag ouzh ar gevredigezh beveziñ eo an traoù kitsch, hag an traoù-se a vez divalav, karget gant kinkladurioù diezhomm ha peurliesañ n'int ken nemet kopiennoù oberennoù brudet.
An traoù kitsch en istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-kreiz an XIXvet kantved e kaver roudoù kentañ traoù kitsch, pa'z eas ar gevredigezh war c'hreantelaat ha pa'z eas war-raok ar c'hêriekadur. D'ar mare-se e c'hellas ar renkad etre, pe e vefe er Stadoù-Unanet pe en Europa, prenañ madoù sevenadurel nevez, disheñvel diouzh an arz hengounel. Dre an dudi (beajiñ, gweladenniñ mirdioù) e krogas ar renkad etre da gaout c'hoant da gaout traoù marc'hadmat heñvel ouzh oberennoù arzel. Gant diorren al labouradegoù hag ar c'henwerzhe voe aes d'ar renkad-se prenañ seurt traoù.
Un eil luskad kitsch a voe e-kreiz an XXvet kantved, pa voe implijet gant kefredourien an tu kleiz gant ar pal goapaat ar gevredigezh beveziñ hag evit diskouez ivez e oa touellet an dud : "Reducing adults to children, the new kitsch made masses easier to manipulate by reducing their cultural needs to the easy gratification offered by Disney cartoons, pulp literature, and romance novels". (Binkley) ("En ur lakaat an dud deuet da vezañ bugale, dre ar c'hitsch nevez e voe aesoc'h touellañ ar bobl en ur lakaat hec'h ezhommoù sevenadurel ken izel ha plijadurioù bihan evel filmoù Walt Disney, al lennegezh pulp, hag ar romantoù karantez ti-gar".)
Traoù kitsch, hiziv an deiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant bedeladur an armerzh ez eo deuet ar c'hitsch da vezañ etrebroadel da vat. N'eo ket ken disprizus ar ger hag eo bet, ha peurliesañ e vez impijet gant Kornôgiz desket. An oberennoù savet gant Jeff Koons a c'hall bezañ gwelet evel oberennomù kitsch ivez. An arzour japanat Takashi Murakami en deus impijet ivez arouezioù kitsch kavet gantañ er mangaioù, dreist-holl re ar rummad "kawai" (koantik).
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Avant-Garde and Kitsch gant Clement Greenberg
- Kitsch and the Modern Predicamentgant Roger Scruton
- Mirdi an Arz Fall
- world wide kitsch Livourien ha skrivagnerien gitsch