Mont d’an endalc’had

Kilhoù kozh

Eus Wikipedia

Ar c'hilhoù kozh zo ur c'hoari kilhoù hengounel a Vreizh.

Doare ar c'hoari

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ret eo merkañ an niver brasañ a boentoù.

- 9 c’hilh koad (1 vras, 4 c’hrenn, 4 bihan). - 5 boulenn.

Penaos ez a en-dro ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Teuler a ra ar c’hoarierien o 5 boulenn lerc’h-ouzh-lerc’h. Pep hini a rank lakaat ar voulenn da ruilh. N ’eus nemet an «hini gozh» (an hini vras e-kreiz) a c’hell bezañ lakaet en-dro en he sav etre pep bann.

Pep kilh a rank bezañ diskaret hec’h-unan evit kaout he zalvoudegezh, da c’houzout kilh ar c’hreiz : 9 foent ; ar re grenn : 5 poent ; ar re vihan : 1 poent. Ma kouezh meur a gilh a-gevret, ne dalvez mui pep hini anezho nemet 1 poent. Ar maout a ya gant an hini en deus paket ar muiañ a boentoù.

Evit ar vugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

3 bann a zo da bep hini.