Kibelldi Diocletianus
Neuz
(Adkaset eus Kibelldioù Diokletian)
Kibelldi Diocletianus (Thermae Diocletiani e latin) a oa ur c'hibelldi e Roma gozh, en Italia, savet etre 298 ha 306, dindan an impalaer roman Diocletianus; brudet e oa da vezañ kibelldibrasañ an impalaeriezh. Kroget e oa bet en amzer Maximianus, pa zistroas da Roma e diskar-amzer 298, kendalc'het, goude e zilez ha hini Diocletianus, dindan Constantius Chlorus, tad d'an impalaer Constantinus.
Hiziv eo deuet da vout penniliz Santa Maria degli Angeli e dei Martiri, hag iliz San Bernardo alle Terme.